Un teod yac'h a zo evel ur wezenn a vuhez, met unan gwallsiek a zo evel ur boulc'h er spered.
1 Timote 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n’en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar deu eun den‐benag da gelen en eun doare all, ha mar n’en em ro ket da gomzou a zilvidigez hon Aotrou Jesus‐Christ, ha d’an doctrin a zo hervez ar biete, |
Un teod yac'h a zo evel ur wezenn a vuhez, met unan gwallsiek a zo evel ur boulc'h er spered.
Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.
An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.
ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,
Pedet em eus ac’hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc’hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren
Dalc’h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac’h ac’h eus klevet diganin.
Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,
Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,
stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec’hiñ ar re a stourm outi.
Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.