Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.
1 Timote 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra ne vo ket un intañvez douget war ar roll, nemet he defe tri-ugent vloaz, e vefe bet dimezet d’un ozhac’h hepken, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eun intanvez na dle ket beza lakeat var ar rol, nemed oajet e vez a dri‐ugent vloaz, hag intanvez euz eur pried hep‐ken; |
Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.
Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c’houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan,
Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,
Met na zegemer ket an intañvezed yaouank, rak pa zeu o skañvder d’en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziñ,
Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,
Mar en deus ur c’hredour bennak, gwaz pe wreg, intañvezed, ra sikouro anezho ha ra ne vo ket bec’hiet an Iliz ganto, evit m’he devo peadra da sikour ar re a zo gwir intañvezed.