Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.
1 Timote 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar gwragez oadet evel mammoù, ar re yaouank evel c’hoarezed, e pep purentez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ar gragez koz evel mammou; ar re yaouank evel c’hoarezed, gant pep purete. |
Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.
A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.
Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,
Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.