Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.
1 Timote 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na repren ket rust eun den koz; mes exhort anezhan evel eun tad; an dud yaouank evel breudeur; |
Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.
O vezañ erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoù en doa Doue graet ganto.
Rentit eta d’an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d’an neb eo dleet an tailh, ar gwir d’an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d’an neb eo dleet an doujañs, an enor d’an neb eo dleet an enor.
Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.
hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.
Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
Ha bez’ ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c’halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc’h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou.
Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:
An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,
En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.