Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder.
1 Timote 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En eur lakaad an traou‐ze d’ar breudeur, dirag ho daoulagad, e vezi eur servicher mad da Jesus‐Christ, maget gant komzou ar feiz hag an doctrin vad ec’h euz heulliet gant aked. |
Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder.
En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù.
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
kavet em eus mat ivez, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentañ, o skrivañ dit dre urzh, Teofil mat meurbet,
En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:
Beilhit eta, o kaout soñj penaos e-pad tri bloaz ne’m eus ket paouezet noz-deiz da gelenn pep hini ac’hanoc’h, gant daeroù.
Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.
Koulskoude, breudeur, em eus skrivet deoc’h gant mui a hardizhegezh marteze, evit dihuniñ ho soñjoù, hervez ar c’hras a zo bet roet din gant Doue
Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.
Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,
Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.
met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc’husted vras, er glac’haroù, er poanioù, en ankenioù,
Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc’h pep tra.
Rak ne’m eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac’hanoc’h,
Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa’z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.
Koulskoude, el lec’h ma’z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc’homp an hevelep soñjoù.
hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c’horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue.
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.
Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c’henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc’h an traoù a sell ouzhin.
hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,
ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,
Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc’h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac’hanout.
Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n’en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,
Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.
Evidout, heuliet ec’h eus va deskadurezh, va c’hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c’harantez, va dalc’husted,
Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,
c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,
Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n’en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.
Hogen e fell din degas da soñj deoc’h ar pezh a anavezit dija, penaos an Aotrou, o vezañ saveteet ar bobl eus bro Ejipt, a zistrujas goude-se ar re n’o doa ket kredet,