Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
1 Timote 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Red eo ive hen defe testeni vad digant ar re a‐ziaveaz, gant aoun ne gwezfe, en dismegans hag en pech an diaoul. |
Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da’z kerc’hat d’e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.
Un den anvet Ananiaz, un den a zoujañs Doue hervez al lezenn, a voe roet dezhañ un testeni mat gant an holl Yuzevien a chome eno,
Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.
evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.
Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.
Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,
Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c’hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.
ha ma’z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc’h anezho ereet ha dindan e volontez.
bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec’h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue.
en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.
An holl, hag ar wirionez hec’h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion.
Na rit ket an traoù-se, va mibien. Ar vrud a glevan n'eo ket mat, lakaat a rit da bec'hiñ pobl an AOTROU .