Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesañ. Ne c'hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c'hwezet.
1 Timote 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Er memeus doare, ho gragez a dle beza merc’hed a zoare, diwall ouz an drouk‐prezegerez, beza fur, ha fidel en pep tra. |
Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesañ. Ne c'hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c'hwezet.
an hini n'implij ket e deod da villigañ, an hini na ra ket droug d'e nesañ ha na zismegañs ket e amezeg,
An hini a guzh ar gasoni en deus muzelloù touellus, hag an hini a skuilh an drouklavar a zo diboell.
Ar c'hannad feal a zo d'ar re a gas anezhañ evel freskted an erc'h en amzer an eost, hag e ra vat da ene e vestr.
Ra ziwallo pep hini ouzh e vignon ha ra ne fizio e breur ebet, rak pep breur a glask distroadañ, ha pep mignon a skuilh drouklavaroù.
Ne gemerint ket da wreg un intañvez, nag unan gaset kuit, met e kemerint gwerc'hezed eus gouenn ti Israel, pe un intañvez a oa bet d'un aberzhour diagent.
Ne gemerint ket ur wreg aet da c’hast pe disakret, ne gemerint ket ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, rak santel ez int evit o Doue.
Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.
Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,
Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,
Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,
Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc’h abalamour ma’z int kredourien ha re garet-mat, ha m’en em lakaont d’ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.
ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad,
ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc’h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.