Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.
1 Timote 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra vo ar re-mañ ivez amprouet da gentañ, ha goude ra vint lakaet d’o servij mar d-int divlam. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha ravezo ar re‐man ive eprouvet da genta: ha ma raint neuze ho c’harg, mar d’int didamal. |
Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.
a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d’en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,
rak ar re o devo graet mat ar servij-se a c’hounezo ur renk enorus hag ur fiziañs vras er feiz a zo e Jezuz-Krist.
Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,
Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.
Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec’hedoù ar re all. En em vir glan da-unan.
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.