Ha Doue a lavaras dezhañ: Peogwir ec'h eus graet ar goulenn-se ouzhin, ha ne'c'h eus ket goulennet ur vuhez hir, na pinvidigezhioù, na marv da enebourien, met goulennet ec'h eus poell evit barn gant reizhder,
1 Timote 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me a fell d’in eta e pedfe an dud en pep leac’h, o sevel daouarn pur, hep coler hag hep chican; |
Ha Doue a lavaras dezhañ: Peogwir ec'h eus graet ar goulenn-se ouzhin, ha ne'c'h eus ket goulennet ur vuhez hir, na pinvidigezhioù, na marv da enebourien, met goulennet ec'h eus poell evit barn gant reizhder,
Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar c'hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.
An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit touellañ.
Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.
Mar em befe soñjet ur fallentez bennak em c'halon, an Aotrou n'en dije ket va selaouet.
Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.
Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!
Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin,
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac’hanon, an eur a zeu ma n’azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem.
Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d’ar bobl hag e pede Doue dalc’hmat.
hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù.
O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.
Met an devezhioù-se o vezañ tremenet ez ejomp kuit hag ec’h ambrougjont ac’hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kêr. O vezañ daoulinet war an aod, hon eus pedet.
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:
Rak me a garfe e vefe an holl eveldon me-unan, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all.
Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac’hanomp atav da drec’hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c’hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec’h.
Koulskoude, breudeur, e fell din e ouefec’h penaos ar pezh a zo c’hoarvezet ganin a zo troet kentoc’h evit kreskadurezh an Aviel,
Rak n’eo ket a-walc’h ma’z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc’h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec’h, en hevelep doare ma n’hon eus ezhomm ken da gomz.
Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,
Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
En hevelep doare, ezhec’h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc’h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc’h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc’h harz ebet ouzh ho pedennoù.