Kemer a ri lard an tourz, al lost, al lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, ar skoaz dehou rak un tourz a ouestladur eo,
1 Samuel 9:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c'heginer a gemeras ar skoaz gant ar pezh a oa warni, hag he lakaas dirak Saül. Samuel a lavaras: Setu amañ ar pezh a zo bet miret. Laka-eñ dirazout ha debr, rak miret eo bet dit a-benn an eur-mañ, abaoe ma em boa lavaret pediñ ar bobl. Ha Saül a zebras gant Samuel en deiz-se. |
Kemer a ri lard an tourz, al lost, al lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, ar skoaz dehou rak un tourz a ouestladur eo,
Hag e santelai ar bruched evel prof hejet hag ar skoaz evel prof savet, kement a zo bet hejet ha kement a zo bet savet eus an tourz a ouestladur, eus ar pezh a zo evit Aaron hag eus ar pezh a zo evit e vibien.
Dastum enni an tammoù, an holl dammoù mat, morzhed ha skoaz, ha leugn anezhi a eskern eus an dibab.
Samuel a lavaras d'ar c'heginer: Ro al lodenn am eus roet dit en ur lavarout: Laka-hi a-gostez.