1 Samuel 9:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din? |
Eno emañ Benjamin, ar bihanañ hag ar rener, priñsed Juda hag o engroez, priñsed Zabulon, priñsed Neftali.
Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.
Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?
David a respontas da Saül: Piv on, ha petra eo va buhez ha tiegezh va zad en Israel, evit ma vefen mab-kaer ar roue?
Servijerien Saül a adlavaras an holl gomzoù-se da Zavid. David a lavaras: Hag aes eo dirak ho taoulagad bezañ mab-kaer d'ar roue? Me a zo un den paour ha dister.
Samuel a gemeras Saül hag e vevel hag o lakaas da vont er sal, hag e roas dezho ul lec'h e penn ar re bedet, a oa war-dro tregont den.