1 Samuel 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Samuel a varnas Israel holl zeizioù e vuhez. |
Neuze Samuel a lavaras da holl Israel: Setu, sentet em eus ouzh ho mouezh e kement hoc'h eus lavaret din, ha lakaet em eus ur roue warnoc'h.
Hag an AOTROU a gasas Jerubbaal, Bedan, Jefte ha Samuel, hag e tieubas ac'hanoc'h eus dorn hoc'h enebourien a oa en-dro deoc'h, hag oc'h bet o chom e surentez.
Samuel a varvas, hag holl Israel en em zastumas hag a ouelas dezhañ, hag e voe sebeliet en e di e Rama. Ha David a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Paran.
Mont a rae bep bloaz d'ober tro Betel, Gilgal ha Mizpa, hag e varne Israel en holl lec'hioù-se.
En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhañ dirak an AOTROU , hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.