David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.
1 Samuel 6:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h. |
David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.
Bez' e voe c'hoazh un den a brofedas en anv an AOTROU: Uri mab Shemaja eus Kirjad-Jearim. Profediñ a reas a-enep ar gêr-mañ hag a-enep ar vro-mañ, hervez an hevelep komzoù ha Jeremiaz.
Kit da'm lec'h a oa e Silo, ma em boa lakaet va anv da chom ennañ er penn-kentañ, ha gwelit ar pezh am eus graet en abeg da zrougiezh va fobl Israel.
e rin d'an ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ ha ma fiziit ennañ, d'al lec'h-mañ am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù, evel ma em eus graet da Silo.
hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kêrioù menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim,
hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.
Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.
Pignat a rejont hag e kampjont e Kirjad-Jearim, e Juda; setu perak al lec'h-se a zo bet anvet Makane-Dan betek hiziv. Emañ a-dreñv Kirjad-Jearim.