Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.
1 Samuel 6:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras. |
Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.
Joaz roue Israel a bignas eta, heg en em weljont a-dal, eñ hag Amazia roue Juda, e Bet-Shemesh, a zo e Juda.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Diskenn, difenn ouzh ar bobl da zont a-daol etrezek an AOTROU evit gwelout, gant aon na vefe kollet ul lod bras anezho.
Pa glevas ar bobl ar c'homzoù drouk-se, e tougas kañv ha den ne lakaas e vragerizoù warnañ.
Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.
Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.
An traoù kuzhet a zo d'an AOTROU hon Doue, met an traoù diskuliet a zo deomp ha d'hor mibien da viken, evit ma raimp diouzh holl gomzoù al lezenn-mañ.
Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,
Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?