Hag en deiz-se e teuas Gad da gavout David hag e lavaras dezhañ: Pign ha sav un aoter d'an AOTROU war leur Arauna ar Jebuzad.
1 Samuel 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c'harr a zeuas e park Jozue eus Bet-Shemesh, hag a arsavas eno. Hag eno e oa ur maen bras, hag e voe faoutet koad ar c'harr, ha kinniget ar buoc'hed evel loskaberzh d'an AOTROU . |
Hag en deiz-se e teuas Gad da gavout David hag e lavaras dezhañ: Pign ha sav un aoter d'an AOTROU war leur Arauna ar Jebuzad.
Arauna a lavaras da Zavid: Ra gemero ar roue va aotrou, ha ra ginnigo ar pezh a gavo mat. Setu aze an ejened evit al loskaberzh, hag ar c'hirri gant stern an ejened evel koad.
Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU, hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag an AOTROU a voe peoc'haet e-keñver ar vro, hag ar gouli a baouezas en Israel.
Distreiñ a reas digantañ, hag e kemeras ur c'houblad ejened hag o aberzhas. Gant koad stern an ejened e lakaas ar c'hig da verviñ, hag en roas d'ar bobl, hag e tebrjont. Goude e savas hag ez eas war-lerc'h Elia, hag e servijas anezhañ.
Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.
An deiz war-lerc'h, ar bobl a savas beure mat hag a reas eno un aoter, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù.
Sav un aoter d'an AOTROU da Zoue war veg ar roc'h kreñv-mañ en un doare dereat, kemer an eil kole, ha kinnig anezhañ e loskaberzh gant koad an ashera az po troc'het.
Ha setu e tistroe Saül eus ar parkeier a-dreñv e ejened, hag e lavaras: Petra en deus ar bobl da ouelañ evel-se? Hag e voe kontet dezhañ ar pezh o doa lavaret tud Jabez.
ha lavaret en deus: Mar plij, va lez da vont, rak bez' ez eus un aberzh-tiegezh e kêr, ha gourc'hemennet en deus din va breur en em gavout eno; bremañ eta, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ez in da welout va breudeur. En abeg da-se eo n'eo ket deuet ouzh taol ar roue.
Tud Bet-Shemesh a vede ed en traonienn. Hag e savjont o daoulagad hag e weljont an arc'h, hag e laouenajont ouzh he gwelout.
Al logod aour a oa hervez niver holl gêrioù ar Filistined a oa dindan ar pemp priñs, ken ar c'hêrioù serret ken ar bourc'hioù digor. Ar maen bras a oa lakaet arc'h an AOTROU warnañ, a zo c'hoazh betek hiziv e park Jozue eus Bet-Shemesh.