Jakob a oa spontet bras ha leuniet a enkrez. Neuze e lodennas ar bobl a oa gantañ, an deñved, an ejened hag ar c'hañvaled e div vandenn,
1 Samuel 30:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue, |
Jakob a oa spontet bras ha leuniet a enkrez. Neuze e lodennas ar bobl a oa gantañ, an deñved, an ejened hag ar c'hañvaled e div vandenn,
Hag Hushai a lavaras: Anavezout a rez da dad hag e dud, tud kadarn ez int, o c'halon a zo c'hwerv, evel un arzhez a vefe kemeret he reoù vihan diganti er parkeier. Ha da dad a zo un den a vrezel na dremeno ket an noz gant ar bobl.
Hag e teuas da gavout den Doue war ar menez, hag e krogas en e dreid. Gehazi a dostaas evit he fellaat, met den Doue a lavaras dezhañ: Lez-hi, rak hec'h ene a zo er c'hwervoni, hag an AOTROU en deus kuzhet-se ouzhin, n'en deus ket en disklêriet din.
En deiz ma em eus da bedet, ec'h eus va selaouet, dieubet ec'h eus ac'hanon ha nerzhet va ene.
Karit an AOTROU, c'hwi holl e re garet-mat! An AOTROU a ziwall ar re leal, met d'ar re a labour gant lorc'h e ro kement o deus dellezet.
Va eskern a zo brevet pa zismegañs va heskinerien ac'hanon, o lavarout bemdez: Pelec'h emañ da Zoue?
Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c'houeliañ.
Va Doue, va ene a zo trist ennon. Setu perak em eus soñj ac'hanout eus douar ar Jordan hag an Hermon, eus menez Mizar.
Ne reont nemet irienniñ evit e lakaat da gouezhañ eus e uhelenn. En em blijout a reont er gaou. Gant o genoù e vennigont, met gant o c'halon e villigont. Ehan
Moizez a grias d'an AOTROU o lavarout: Petra a rin d'ar bobl-mañ? A-barzh nemeur e veinataint ac'hanon.
rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
An holl vodadenn a gomzas d'o meinata, met gloar an AOTROU en em ziskouezas da holl vibien Israel, war deltenn an engalv.
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c’halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz!
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
Oc’h esperout a-enep da bep esperañs, en deus kredet e teuje da vezañ tad da veur a vroad, hervez ar pezh a oa bet lavaret: Evel-se e vo da lignez.
N’en doe ket douetañs dre zifiziañs e-keñver promesa Doue, met kreñvaet e voe dre ar feiz, en ur reiñ gloar da Zoue,
Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?
Pa’z omp glac’haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c’houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c’houzañvomp ni ivez. Pa’z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh.
Gwasket omp eus pep kostez met n’omp ket kaset da netra, ankeniet omp met n’omp ket hep esperañs,
Rak abaoe ma’z on deuet e Makedonia, hor c’hig n’en deus bet diskuizh ebet, met glac’haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh.
Evel-se e lavaromp gant fiziañs: An Aotrou eo va sikour, ne’m bo ket aon. Petra a c’hell an den ober din?
Mibien Dan a lavaras dezhañ: Na ro ket da glevout da vouezh deomp, gant aon n'en em daolfe warnoc'h tud fuloret, ha na gollfec'h aze ho puhez, te ha da diegezh.
Ha pobl tud Israel a adkemeras kalon, hag en em renkjont e linenn adarre el lec'h ma oant en em renket en deiz kentañ.
Neuze Jonatan mab Saül a savas hag a yeas da gavout David d'ar goadeg, hag e nerzhekaas e zaouarn e Doue,
Samuel a lavaras da Saül: Perak ec'h eus va zrubuilhet, ouzh va lakaat da bignat? Saül a respontas: Nec'het bras on, rak ar Filistined a ra brezel ouzhin, ha Doue a zo aet diganin ha n'en deus ket respontet din, na dre ar brofeded na dre an huñvreoù. Da c'halvet em eus, evit ma roi din da c'houzout ar pezh am eus d'ober.