1 Samuel 30:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag e rojont dezhañ ivez fiez sec'h ha daou vlokad rezin sec'h. Debriñ a reas hag ec'h adkemeras e spered, rak n'en doa ket debret bara nag evet dour abaoe tri deiz ha teir noz.
Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!
Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!
Doue a faoutas ur c'hev a oa e Lehi, ha doureier a zeuas er-maez. Evañ a reas, addont a reas e spered, hag ec'h advevas. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se betek hiziv: En-Hakkore. E Lehi eo.
Jonatan n'en doa ket klevet p'en doa e dad lakaet ar bobl da douiñ. Hag ec'h astennas penn e vazh en doa en e zorn, en soubas en un direnn vel, hag e kasas e zorn d'e c'henoù; hag e zaoulagad a voe sklaeraet.
David a lavaras dezhañ: Da biv out, hag a-belec'h e teuez? Hag e respontas: Me 'zo ur paotr Ejipsian, servijer un den Amalekit. Va mestr en deus va dilezet dre ma'z on kouezhet klañv, bremañ 'zo tri deiz.