Anez em befe graet ul laoskoni, war var va buhez, rak netra n'eo kuzhet ouzh ar roue, ha te da-unan az pefe en em lakaet em enep.
1 Samuel 28:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar vaouez a lavaras dezhañ: Setu, gouzout a rez ar pezh en deus graet Saül, penaos en deus lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro. Perak e stegnez ur pech din, evit va lakaat da vervel? |
Anez em befe graet ul laoskoni, war var va buhez, rak netra n'eo kuzhet ouzh ar roue, ha te da-unan az pefe en em lakaet em enep.
Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.
N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.
Saül a douas dezhi dre an AOTROU o lavarout: An AOTROU a zo bev! Ne c'hoarvezo droug ebet ganit en abeg da gement-se.
Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.