Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas hag a yeas d'ar brezel.
1 Samuel 28:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Saül en em zic'hizas hag a wiskas dilhad all, hag ez eas, eñ ha daou zen gantañ, hag ec'h errujont da noz e ti ar vaouez-mañ. Saül a lavaras dezhi: Divin din mar plij dre ar spered, ha laka da bignat an hini a lavarin dit. |
Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas hag a yeas d'ar brezel.
Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoù hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on.
Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas, hag ez ejont d'ar brezel.
Met Jozia ne fellas ket dezhañ distreiñ dioutañ, hag en em zic'hizas evit stourm outañ. Ne selaouas ket komzoù Neko, a zeue eus genoù Doue. Dont a reas evit stourm e plaenenn Megiddo.
Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?
Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.
Dirak o daoulagad e tougi anezho war da skoaz, hag e kasi anezho er-maez pa vo teñval. Goleiñ a ri da zremm evit na weli ket an douar, rak da lakaet em eus evel un arouez evit ti Israel.
Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.