1 Samuel 26:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.
Akazia a gasas un trede ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den. An trede ofiser-mañ a hanterkantad a bignas hag a zeuas, hag en ur blegañ war e zaoulin dirak Elia, e pedas anezhañ o lavarout: Den Doue, da bediñ a ran, ra vo prizius ouzh da zaoulagad va buhez ha buhez an hanter-kant den-mañ, da servijerien!
Setu, an tan a zo diskennet eus an neñvoù hag en deus lonket an daou ofiser kentañ a hanterkantad gant o hanter-kant den, met bremañ, ra vo prizius va buhez ouzh da zaoulagad.
Balaam a lavaras da ael an AOTROU: Pec'het em eus rak ne ouien ket en em zalc'hes a-enep din war an hent. Ha bremañ, mar displij kement-se dit, e tistroin.
Neuze Samuel a lavaras da Saül: Graet ec'h eus follentez, ne'c'h eus ket miret ar gourc'hemenn en deus roet dit an AOTROU da Zoue. Rak an AOTROU en dije bremañ startaet da ren war Israel da viken.
Saül a lavaras da Samuel: Pec'het em eus, rak ne'm eus ket sentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU hag ouzh da gomzoù, aon am boa rak ar bobl, hag em eus sentet ouzh o mouezh.
Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.
Pennoù ar Filistined a yae er-maez da vrezeliñ, ha bep gwech ma'z aent, David en deveze muioc'h a c'hounid eget holl servijerien Saül, hag e anv a voe brudet bras.