Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.
1 Samuel 26:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha bremañ, ra ne gouezho ket va gwad d'an douar pell diouzh dremm an AOTROU . Rak roue Israel a zo deuet da glask ur c'hwenenn, evel ma chaseer ur glujar er menezioù. |
Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.
Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deñvalijenn, rak an den ne greñvaio ket gant e nerzh e-unan.
Sell, va zad, sell ouzh pastell da vantell a zo em dorn. Peogwir em eus troc'het pastell da vantell ha ne'm eus ket lazhet ac'hanout, gouez hag anavez n'eus ennon na drougiezh na dislealded, ha ne'm eus ket pec'het a-enep dit. Ha te a red war-lerc'h va ene evit e dapout!
An AOTROU eta a vo barner, hag a varno etrezon-me ha te. Sellout a raio, breutaat a raio va c'haoz, hag em savetaio eus da zorn.
Mar sav unan bennak evit da drubuilhañ hag evit klask da vuhez, ene va aotrou a vo staget ouzh torkad ar vuhez e-kichen an AOTROU da Zoue. Ha teurel a raio pell, evel gant ur vatalm, ene da enebourien.