D'ar seizhvet miz, d'ar seitekvet devezh eus ar miz, an arc'h a ehanas war Venezioù Ararad.
1 Samuel 25:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tud David a zeuas eta hag a lavaras da Nabal an holl gomzoù-se a-berzh David, hag e chomjont sioul. |
D'ar seizhvet miz, d'ar seitekvet devezh eus ar miz, an arc'h a ehanas war Venezioù Ararad.
Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.
Lavarout a reas da Juda: Savomp ar c'hêrioù-mañ, lakaomp en-dro dezho mogerioù, tourioù, dorojoù ha prennoù, ar vro a zo c'hoazh dirazomp, dre ma hon eus klasket an AOTROU hon Doue; e glasket hon eus, ha roet en deus diskuizh deomp a bep tu. Evel-se e savjont hag e rejont berzh.
Nabal a respontas da servijerien David o lavarout: Piv eo David, ha piv eo mab Jese? Niverus eo hiziv ar servijerien a zilez o mistri!
Goulenn kement-se digant da dud, hag e lavarint dit. Ra gavo eta va zud trugarez dirak da zaoulagad, pa'z omp deuet en un devezh mat. Ro mar plij da'z servijerien ha da'z mab David ar pezh a gavo dindan da zorn.