Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant
1 Samuel 25:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An den-mañ a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoù. Eus lignez Kaleb e oa. |
Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant
Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.
Un ti ha pinvidigezhioù a zo un hêrezh a-berzh an tadoù, hag ur wreg poellek a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU.
Roet e voe da Galeb mab Jefune ul lodenn e-touez mibien Juda, hervez gourc'hemenn an AOTROU da Jozue, Kirjad-Arba, a zo Hebron; Arba a oa tad Anak.
Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.
Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal ha sotoni 'zo ennañ. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.
Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.