1 Samuel 25:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E Maon e oa un den o kaout madoù e Karmel. Hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet, tri mil dañvad ha mil gavr a oa dezhañ. Hag e oa e Karmel evit touzañ e zeñved. |
An den-se a zeuas da vezañ bras, hag ez ae bepred en ur greskiñ betek ma teuas da vezañ gwall binvidik.
Ar c'heloù a voe roet da Damar, o lavarout: Setu, da dad-kaer a bign da Dimna da douzañ e zeñved.
Barzilhai a oa kozh-meurbet, oadet a bevar-ugent vloaz. Pourvezet en doa boued d'ar roue pa oa o chom e Mahanaim, rak un den pinvidik-tre e oa.
Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.
An AOTROU a vennigas amzer diwezhañ Job muioc'h eget e amzer gentañ. Hag e perc'hennas pevarzek mil dañvad, c'hwec'h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.
Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eñvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.
Sevel a rejont eta hag ez ejont da Zif, a-raok Saül. Met David hag e dud a oa e gouelec'h Maon, er blaenenn, e kreisteiz al lec'h distro.