Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.
1 Samuel 24:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tou din eta bremañ, dre an AOTROU , ne zistruji ket va gouenn war va lerc'h, ha ne zistruji ket va anv eus ti va zad. |
Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.
Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e voe anvet Galeed,
Ra varno etrezomp Doue Abraham, Doue Nakor, Doue o zad! Jakob a douas dre an Hini a zouje Izaak e dad.
An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc’h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù.
hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.
Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiñ da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioù an AOTROU , ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.
P'en devo graet an AOTROU da'm aotrou an holl vad en deus lavaret diwar da benn, ha p'en devo da lakaet rener war Israel,