Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!
1 Samuel 24:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eus ar re zrouk e teu an droug, evel ma lavar ur c'hrennlavar kozh. Evel-se va dorn ne vo ket warnout. |
Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!
Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.
Setu, an holl re a ra gant krennlavarioù, a raio gant ar c'hrennlavar-mañ war da gont: Merc'h he mamm eo!
Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
Ne'm eus ket pec'het ouzhit, met e trougc'hraez em c'heñver oc'h ober brezel ouzhin. Ra varno hiziv an AOTROU, hag a zo ar Barner, etre mibien Israel ha mibien Ammon!