youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
1 Samuel 23:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù. |
youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Koach a rez anezho e kuzh da zremm, pell diouzh kuzulioù an dud. Diwall a rez anezho ez teltenn a-enep argad an teodoù.
Faraon a lavaro eus mibien Israel: En em gollet int er vro, ar gouelec'h en deus o lonket.
An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c'hleze, va dorn o distrujo.
David a chomas er gouelec'h, e kreñvlec'hioù, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhañ bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.
Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.
Ha Saül a c'halvas an holl bobl d'ar brezel, evit diskenn da Geila ha sezizañ David hag e dud.