La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




1 Samuel 23:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Neuze ez eas David gant e dud da Geila, hag e stourmas a-enep ar Filistined, hag e kasas gantañ o loened, hag e reas un distruj bras. David a zieubas tud Keila.

Ver Capítulo



1 Samuel 23:5
6 Referencias Cruzadas  

Rak va gourizet ec'h eus gant nerzh evit ar brezel, lakaat a rez da blegañ dindanon va enebourien.


Redek a ran war-lerc'h va enebourien hag o zapan, ne zistroan ket hep bezañ o distrujet.


Koulskoude va enebourien a zo bev ha nerzhus, ar re am c'hasa hep abeg a zo niverus.


Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ.


David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.


Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.