Disklêriañ a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c'homzoù en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mañsonomp! Hag e kreñvajont o daouarn evit ober mat.
1 Samuel 23:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jonatan mab Saül a savas hag a yeas da gavout David d'ar goadeg, hag e nerzhekaas e zaouarn e Doue, |
Disklêriañ a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c'homzoù en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mañsonomp! Hag e kreñvajont o daouarn evit ober mat.
An eoul hag ar c'hwezh-vat a laouena ar galon, evel-se eo douster ur mignon o reiñ kuzul digant e galon.
Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,
Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
Ro urzhioù da Jozue, kreñva anezhañ, kennerzh anezhañ, rak eñ eo a dremeno dirak ar bobl-mañ, hag a roio da hêrezh dezho ar vro a weli.
David a welas e oa aet Saül da glask e vuhez, hag en em zalc'has e gouelec'h Zif, er goadeg.
David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,