1 Samuel 23:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a lavaras c'hoazh: Hag-eñ e vin droukroet gant pennoù Keila, me ha va zud, etre daouarn Saül? An AOTROU a respontas: Da zroukreiñ a raint. |
Gra din klevout da vadelezh adalek ar beure, rak e fizian ennout, hag anavezout an hent am eus da gerzhout warnañ, rak savet em eus va ene war-zu ennout.
Tridal a rin hag e laouenain ez madelezh, rak gwelet ec'h eus va glac'har hag ec'h anavezez estrenvan va ene.
Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?
An AOTROU en deus e roet din da c'houzout, ha gouezet em eus. Neuze ec'h eus diskouezet din o oberoù.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Tud Juda a lavaras: Perak oc'h pignet a-enep deomp? Hag e lavarjont: Pignet omp da eren Samzun, evit ober dezhañ evel m'en deus graet deomp.
Hag-eñ e troukroio pennoù Keila ac'hanon etre e zaouarn? Hag-eñ e tiskenno Saül evel m'en deus klevet da servijer? AOTROU Doue Israel, lavar-se da'z servijer, me az ped. An AOTROU a respontas: Diskenn a raio.
Bremañ eta, o roue, diskenn evel m'en deus c'hoant da ene. Diskenn, hag e vo deomp e lakaat etre daouarn ar roue.
Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù.