Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kêr: o c'holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d'al lec'h-se abalamour d'an hanter-kant den reizh-se a zo e-barzh?
1 Samuel 23:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha David a lavaras: AOTROU Doue Israel, da servijer en deus klevet e klask Saül dont a-enep Keila, evit distrujañ kêr en abeg din. |
Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kêr: o c'holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d'al lec'h-se abalamour d'an hanter-kant den reizh-se a zo e-barzh?
Met ne brize ket lakaat e dorn war Vardoke e-unan, rak diskuliet e oa bet dezhañ pobl Mardoke. Hag Haman a glaskas distrujañ an holl Yuzevien a oa dre-holl e rouantelezh Asueruz, dre ma oant pobl Mardoke.
Hag e lakaas da lazhañ gant barvenn ar c'hleze e Nob, kêr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deñved.
Hag-eñ e troukroio pennoù Keila ac'hanon etre e zaouarn? Hag-eñ e tiskenno Saül evel m'en deus klevet da servijer? AOTROU Doue Israel, lavar-se da'z servijer, me az ped. An AOTROU a respontas: Diskenn a raio.
Ha Saül a c'halvas an holl bobl d'ar brezel, evit diskenn da Geila ha sezizañ David hag e dud.
Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.