Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.
1 Samuel 22:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude, unan eus mibien Akimelek mab Akitub, anvet Abiatar, a dec'has kuit hag a yeas da gavout David. |
Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.
Hag en em guzulias gant Joab mab Zeruja ha gant an aberzhour Abiatar; ar re-mañ a sikouras hag a heulias Adonija.
David a c'halvas Zadok hag Abiatar an aberzhourien, hag al Levited Uriel, Asaja, Joel, Shemaja, Eliel hag Aminadab,
ha setu, un avel vras a zo deuet eus tu all d'ar gouelec'h, hag en deus skoet gant pevar c'horn an ti, a zo kouezhet war ar re yaouank, hag ez int marvet. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.
Akija mab Akitub, breur Ikabod mab Fineaz, mab Eli, aberzhour an AOTROU e Silo, a zouge an efod. Ar bobl ne ouie ket e oa aet kuit Jonatan.
An hini eus da re na'm bo ket lamet eus kichen va aoter, a vo evit glac'hariñ da zaoulagad hag enkreziñ da ene, hag holl vibien da di a varvo en oad-gour.
Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.
Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.
hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar mab Akimelek: Degas din an efod mar plij. Abiatar a zegasas an efod da Zavid.
Un den eus Benjamin a dec'has eus an emgann hag a zeuas da Silo en deiz-se, e zilhad roget ha douar war e benn.