O welout kement-se, Elia a savas hag a yeas kuit evit saveteiñ e vuhez. Dont a reas da Veer-Sheba, a zo e Juda, hag e lezas eno e servijer.
1 Samuel 21:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a savas hag a dec'has en deiz-se a-zirak Saül, hag ez eas da gavout Akish roue Gad. |
O welout kement-se, Elia a savas hag a yeas kuit evit saveteiñ e vuhez. Dont a reas da Veer-Sheba, a zo e Juda, hag e lezas eno e servijer.
D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Jonad-Elem Reshokim". Pa grogas ennañ ar Filistined e Gad.
Ar roue Jojakim, gant e holl c'halloudeien hag e holl briñsed, a glevas e gomzoù, hag ar roue a fellas dezhañ e lazhañ. Met Uri, o vezañ klevet-se, en doe aon hag a dec'has hag a yeas d'an Ejipt.
Saül ivez ha tud Israel en em zastumas hag a gampas e traonienn an dervenn; hag en em renkjont evit ar brezel a-enep ar Filistined.
David a redas, en em daolas war ar Filistin, a gemeras e gleze a dennas eus e c'houin, en lazhas, hag a droc'has dezhañ e benn. Pa welas ar Filistined e oa marv o den kreñv, e tec'hjont.
en deus goulennet kuzul digant an AOTROU evitañ, hag en deus roet dezhañ boued ha kleze Goliad ar Filistin.