Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.
1 Samuel 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Zoken a-raok ma veze lakaet al lard da leskiñ, servijer an aberzhour a zeue hag a lavare d'an den a aberzhe: Ro kig da rostañ evit an aberzhour, rak ne gemero ket diganit kig bervet, met kig kriz. |
Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.
An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius; an holl lard a vo d’an AOTROU.
Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.
O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.
Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc’h oc’h en em vagañ o-unan hep dalc’hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc’h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,
hag e pike e-barzh ar chaodouron, pe ar gaoter, pe ar pothouarn, pe ar pod. An aberzhour a gemere evitañ kement a save ar fourchetez. Evel-se e raent e-keñver holl re Israel a zeue di, da Silo.
Mar lavare dezhañ an den: Ra vo lakaet al lard da leskiñ, ha goude-se e kemeri ar pezh a fello dit, neuze e lavare: Nann! Reiñ a ri bremañ, anez me a gemero dre nerzh.