Hag e respontas: Mat eo! Ober a rin emglev ganit; un dra hepken a c'houlennan ouzhit: ne weli ket va dremm ken na'z po da gentañ degaset din Mikal merc'h Saül, pa zeui da'm gwelout.
1 Samuel 19:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Saül a gasas tud etrezek ti David evit e ziwall hag e lakaat d'ar marv diouzh ar mintin. Mikal gwreg David en disklêrias dezhañ o lavarout: Ma ne dec'hez ket en noz-mañ, warc'hoazh e vi lakaet d'ar marv. |
Hag e respontas: Mat eo! Ober a rin emglev ganit; un dra hepken a c'houlennan ouzhit: ne weli ket va dremm ken na'z po da gentañ degaset din Mikal merc'h Saül, pa zeui da'm gwelout.
Lavaret e voe da re C'haza: Samzun a zo deuet amañ. Kelc'hiañ a rejont anezhañ, hag en em zalc'hjont e spi a-enep dezhañ e-pad an noz ouzh dor kêr, hag e chomjont didrouz e-pad an noz holl o lavarout: Da c'houloù-deiz e lazhimp anezhañ.
Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.
Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremañ eta kas d'e gerc'hat ha degas-eñ din, rak din eo a varv.