Hon ene en deus tec'het kuit evel ul labous eus roued al labousetaer. Torret eo bet ar roued, ha ni hon eus tec'het kuit.
1 Samuel 19:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül a glaskas skeiñ David gant e c'hoaf ouzh ar voger. Met en em zistroas dioutañ, ha Saül a skoas gant e c'hoaf er voger. David a dec'has hag a yeas kuit en noz-se. |
Hon ene en deus tec'het kuit evel ul labous eus roued al labousetaer. Torret eo bet ar roued, ha ni hon eus tec'het kuit.
Astenn a reas e zorn eus krec'h, hag e kemeras ac'hanon, va zennañ a reas eus an doureier bras,
An AOTROU en em zalc'h tost d'ar re enkrezet o c'halon, hag a zieub ar re mantret o spered.
Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.
Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc’h ar c’hleze, o deus yac’haet eus o c’hleñvedoù, int bet didrec’hus er brezel, o deus lakaet war dec’h armeoù estrañjour.
Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn.
Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennañ e-unan: Skeiñ a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutañ div wech.
Saül a stlapas e c'hoaf outañ evit skeiñ warnañ. Neuze e ouezas Jonatan e felle d'e dad lakaat David d'ar marv.