Jakob a servijas eta seizh vloaz evit Rachel, ha n'o c'havas nemet un nebeud devezhioù dre ma kare anezhi.
1 Samuel 18:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Servijerien Saül a adlavaras an holl gomzoù-se da Zavid. David a lavaras: Hag aes eo dirak ho taoulagad bezañ mab-kaer d'ar roue? Me a zo un den paour ha dister. |
Jakob a servijas eta seizh vloaz evit Rachel, ha n'o c'havas nemet un nebeud devezhioù dre ma kare anezhi.
Goulennit diganin un douar bras ha kalz a brofoù, hag e roin deoc'h evel ma lavarot din, met roit din ar plac'h yaouank da wreg.
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.
David a respontas da Saül: Piv on, ha petra eo va buhez ha tiegezh va zad en Israel, evit ma vefen mab-kaer ar roue?
Saül a roas an urzh-mañ d'e servijerien: Komzit ouzh David e kuzh, ha lavarit: Setu, ar roue a zo tuet mat ez keñver, hag e holl servijerien az kar, bez eta bremañ mab-kaer d'ar roue.
Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din?