Dirak an taol a sko ac'hanon, va mignoned ha va c'henseurted a chom a-sav, ha va c'herent a chom pell.
1 Samuel 18:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül a lavaras: He reiñ a rin dezhañ, evit ma vo evitañ ur pech ha ma vo dorn ar Filistined warnañ. Saül a lavaras eta da Zavid evit an eil gwech: Va mab-kaer e vi hiziv. |
Dirak an taol a sko ac'hanon, va mignoned ha va c'henseurted a chom a-sav, ha va c'herent a chom pell.
Servijerien Faraon a lavaras: Betek pegoulz e vo hemañ ur stign deomp? Lez an dud-se da vont kuit ha ma servijint an AOTROU o Doue. Ha ne welez ket c'hoazh ez eo kollet an Ejipt?
Rak en em savet eo em fobl tud drouk a spi evel al labousetaer hag a stegn antelloù, bantañ a reont pejoù hag e tapont tud.
O zeod a zo ur bir lazhus a lavar gevier. Pep hini en deus ar peoc'h en e c'henoù gant e nesañ, met en e galon e stegn antelloù dezhañ.
Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henañ da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioù an AOTROU . Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnañ, met ra vo dorn ar Filistined warnañ.
Saül a roas an urzh-mañ d'e servijerien: Komzit ouzh David e kuzh, ha lavarit: Setu, ar roue a zo tuet mat ez keñver, hag e holl servijerien az kar, bez eta bremañ mab-kaer d'ar roue.
E servijerien a lavaras da Zavid ar c'homzoù-mañ, hag e fellas da Zavid dont da vezañ mab-kaer ar roue. A-raok ma voe tremenet an deizioù merket,