Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.
1 Samuel 18:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met holl Israel ha Juda a gare David, dre ma'z ae ha ma teue en o fenn. |
Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.
Ha bremañ, AOTROU va Doue, lakaet ec'h eus da servijer da ren e lec'h David va zad, ha n'on nemet un denig yaouank, n'ouzon ket penaos en em ren.
Rak ar Yuzev Mardoke a voe an eil goude Asueruz, hag e voe bras e-touez ar Yuzevien, plijus d'e vreudeur niverus, o klask mad e bobl hag o komz evit eurvad e holl ouenn.
a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deñved hep mesaer.
Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Setu perak Saül a bellaas anezhañ dioutañ hag en lakaas da ofiser a vilier. Hag ez ae hag e teue e penn ar bobl.
Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioù ma kase Saül anezhañ. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül.