Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?
1 Samuel 18:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennañ e-unan: Skeiñ a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutañ div wech. |
Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?
Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc’h ar c’hleze, o deus yac’haet eus o c’hleñvedoù, int bet didrec’hus er brezel, o deus lakaet war dec’h armeoù estrañjour.
Saül a stlapas e c'hoaf outañ evit skeiñ warnañ. Neuze e ouezas Jonatan e felle d'e dad lakaat David d'ar marv.