1 Samuel 17:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül hag an holl Israeliz a glevas komzoù ar Filistin, hag e voent spouronet hag o doe un aon bras. |
Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?
An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
An AOTROU a gerzho dirazout hag a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout. Na'z pez ket aon ha bez dispont!
Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.
Hebreed 'zo hag a dremenas ar Jordan evit mont da vro Gad ha Galaad. Koulskoude Saül a oa c'hoazh e Gilgal, hag an holl bobl a yae war e lerc'h a oa o krenañ.
Ar Filistin a lavaras: Dismegañset em eus hiziv bagadoù renket Israel! Roit din un den, hag en em gannimp etrezomp.
Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.
Hag e kuzhas e skiant vat dirak o daoulagad, hag e reas ar sod etre o daouarn, oc'h ober merkoù war stalafioù an dorojoù, hag o lezel e grañch da gouezhañ war e varv.
Pa glevas ar Filistined e oa dastumet mibien Israel e Mizpa, priñsed ar Filistined a bignas a-enep Israel. Ha pa glevas mibien Israel kement-mañ, o doe aon dirak ar Filistined.