Jozef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc'has dirak Faraon roue Ejipt. Jozef eta a yeas kuit a-zirak Faraon hag a redas holl vro Ejipt.
1 Samuel 16:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a zeuas da gavout Saül, hag en em zalc'has dirazañ. Ha Saül a garas anezhañ, hag e teuas an hini a zoug e armoù. |
Jozef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc'has dirak Faraon roue Ejipt. Jozef eta a yeas kuit a-zirak Faraon hag a redas holl vro Ejipt.
Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!
Ha gwelet ec'h eus un den ampart en e labour? Bez' e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.
Jozue mab Nun, da servijer, a yelo enni; kaloneka anezhañ rak eñ eo a lakaio Israel da berc'hennañ e hêrezh.
En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijañ hag evit bennigañ en e anv, betek hiziv.
Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.
Saül a gasas da lavarout da Jese: Da bediñ a ran, ma chomo David em servij, rak kavet en deus trugarez dirak va daoulagad.
Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.
Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklêrias dezhañ an holl draoù-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.