Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
1 Samuel 16:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jese a gemeras un azen, a sammas gant bara, ul lestrad gwin, ur menn-gavr laezh, hag o c'hasas da Saül, dre Zavid e vab. |
Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.
Hag e c'houlennint diganit ha mont a ra mat, hag e roint dit div varaenn a zegemeri eus o daouarn.
Saül a gasas kannaded da Jese, da lavarout: Kas din David da vab hag a zo gant an deñved.
Kas a ri ivez an dek fourmaj-mañ da benn o milier, hag e weli da vreudeur evit gouzout hag ez int yac'h, hag e tegasi keloù din.
Neuze Abigail a hastas hag a gemeras daou c'hant bara, div sac'h-lêr gwin, pemp dañvad fichet, pemp sea (5 sea 40 l) greun rostet, kant pakad rezin sec'h, ha daou c'hant kestad fiez sec'h, hag o lakaas war an ezen.