Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,
1 Samuel 16:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama. |
Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,
Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.
Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.
Jehu a savas hag a yeas en ti. An den yaouank a skuilhas eoul war e benn hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war bobl an AOTROU, war Israel.
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.
Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,
Me a ziskenno hag eno e komzin ouzhit; kemer a rin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, evit ma tougint ganit karg ar bobl ha na zougi ket da-unan anezhi.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer Jozue mab Nun, un den a zo ar Spered ennañ, hag e lakai da zorn warnañ.
rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c’halon, hag e peurc’hraio va holl volontez.
karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.
Ha petra a lavarin c’hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded,
Spered an AOTROU a voe war Jefte. Hemañ a dremenas Galaad ha Manase, a yeas betek Mizpe Galaad, hag eus Mizpe Galaad a yeas war-zu mibien Ammon.
Spered an AOTROU a grogas e Samzun, hag e tispennas anezhañ evel ma tispenner ur menn-gavr, hep netra en e zorn. Met ne lavaras na d'e dad na d'e vamm ar pezh en doa graet.
Spered an AOTROU a voe warnañ, hag e varnas Israel, hag ez eas d'ar brezel. An AOTROU a lakaas Kushan-Rishataim roue Mezopotamia etre e zaouarn, hag e zorn a voe galloudus a-enep Kushan-Rishataim.
Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.
Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?
Neuze Spered an AOTROU a grogo ennout, hag e profedi ganto, hag e teui da vezañ un den all.
Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.
Saül en doa aon dirak David, dre ma oa an AOTROU gantañ, ha ma oa aet kuit digant Saül.
Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhañ un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.