An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.
1 Samuel 15:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Samuel a lavaras: Degasit din Agag roue Amalek. Hag Agag a zeuas davetañ o kaout doare da vezañ laouen, dre ma lavare: A-dra-sur c'hwervoni ar marv a zo aet kuit. |
An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.
Setu perak em eus o skoet dre ar brofeded, o lazhet dre c'herioù va genoù, va barnedigezhioù a lugerno warno evel ar gouloù.
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.
Jozue a lavaras: Digorit genoù ar vougev, ha grit dont er-maez d'ar pemp roue hag o degasit din.
Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,
Gedeon a bignas dre hent ar re a zo o chom dindan teltennoù, e sav-heol Nobak ha Jogbeha, hag e trec'has ar c'hamp. Ar c'hamp en em grede e surentez.
Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoù dirak an AOTROU e Gilgal.