1 Samuel 15:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue. |
Rachel he doa kemeret an terafim hag o lakaet e bas ar c'hañval, hag ec'h azezas warno. Laban a furchas an deltenn holl, ha n'o c'havas ket.
Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.
met va gras ne vo ket lamet digantañ, evel ma em eus he zennet digant Saül, am eus distaolet dirazout.
Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali.
Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
Lakaat a ra an disentidigezh en tu-hont d'e bec'hed, hag e stlak e zaouarn en hon touez, hag e komz muioc'h-muiañ a-enep Doue.
Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien.
Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?
ha dre ma hoc'h eus graet gwashoc'h eget ho tadoù. Rak setu, pep hini a gerzh hervez kaleter e galon fall, evit chom hep va selaou.
Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac'hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mañ, rak ec'h eus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.
en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.
Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.
Mar en em ro un den pe ur vaouez da vezañ igromañser pe da c’hervel ar speredoù, lakaet e vint d’ar marv; meinataet e vint, o gwad a vo warno.
An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.
Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.
O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c’halon, hag e peurc’hraio va holl volontez.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,
Az pez soñj, n'ankounac'ha ket penaos ec'h eus kounnaret an AOTROU da Zoue er gouelec'h, adalek an deiz ma'z out aet kuit eus bro Ejipt betek ma'z oc'h erruet el lec'h-mañ, ez oc'h bet disentus ouzh an AOTROU.
Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.
Met bremañ da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhañ un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezañ rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.
An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.
Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.
Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.