1 Samuel 15:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho. |
Neuze, o tistreiñ, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom en Hazazon-Tamar.
D'ar bedervet lignez, e tistroint amañ, rak direizhder an Amoreaned n'eo ket c'hoazh leuniet.
Ar rivin, ha n'eo ket evit an den drouk? Ar gwalleur, ha n'eo ket evit ar vicherourien a zireizhder?
Hent an AOTROU a zo nerzh an den eeun, met un distruj eo evit ar vicherourien a zireizhder.
Diwar-benn podoù-glaou-bev ar re o deus pec'het a-enep o eneoù, ra vo graet diouto laonennoù ledan evit goleiñ an aoter. Pa'z int bet kinniget dirak an AOTROU, santelaet int, hag e vint un arouez da vibien Israel.
Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.