Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va c'halon, penaos doujañs Doue n'emañ ket dirak e zaoulagad?
1 Samuel 15:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Samuel a lavaras: Petra eo eta ar vegeliadeg deñved ouzh va divskouarn, hag ar vuselladeg ejened a glevan? |
Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va c'halon, penaos doujañs Doue n'emañ ket dirak e zaoulagad?
Moizez a lavaras da Aaron: Petra he deus graet ar bobl-mañ dit, ma ec'h eus tennet warni ur pec'hed ken bras?
Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
Ha Saül a lavaras: Degaset o deus anezho digant an Amalekited, rak ar bobl he deus espernet ar re wellañ eus an deñved hag eus an ejened, evit o aberzhiñ d'an AOTROU da Zoue, hag an nemorant hon eus lakaet da verz.