Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
1 Samuel 15:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa zeuas Samuel da gavout Saül, Saül a lavaras dezhañ: Ra vi benniget gant an AOTROU! Graet em eus hervez komz an AOTROU . |
Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Adam a respontas: Ar wreg ac'h eus roet evit bezañ ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti.
David a gasas kannaded da gavout tud Jabez Galaad da lavarout dezho: Bezit benniget a-berzh an AOTROU, c'hwi hag a zo bet trugarezus e-keñver Saül hoc'h aotrou, hag o deus e sebeliet.
Ra veulo unan all ac'hanout ha nann da c'henoù, ra vo un diavaeziad ha nann da vuzelloù.
An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.
C’hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc’hemennet deoc’h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.
Ar farizian, oc’h en em zerc’hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se.
a lavaras d'e vamm: Ar mil kant pezh arc'hant a oa bet tapet dit, hag az poa distaget mallozhioù war o divout zoken ouzh va divskouarn, setu an arc'hant-se a zo etre va daouarn, me eo en doa e dapet. Neuze e vamm a lavaras: Ra vo benniget va mab gant an AOTROU.
Hag e lavaras: Va merc'h, ra vennigo an AOTROU ac'hanout! Ar vadelezh diwezhañ-se a desteniez em c'heñver a zo brasoc'h eget an hini gentañ, pa n'out ket aet war-lerc'h an dud yaouank, paour pe binvidik.
Adalek m'en doe echuet da ginnig al loskaberzh, setu ec'h erruas Samuel. Saül a yeas war-arbenn dezhañ evit e saludiñ.
Keuz am eus da vezañ lakaet Saül da roue, rak va dilezet en deus, ha n'en deus ket miret va c'homzoù. Samuel a voe glac'haret bras a gement-se, hag e krias d'an AOTROU e-pad an noz.
Saül a lavaras da Samuel: Sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU , hag ez on aet dre an hent m'en deus va c'haset an AOTROU warnañ, degaset em eus Agag roue Amalek, hag em eus lakaet da verz an Amalekited.
Met Saül hag ar bobl a espernas Agag hag ar re wellañ eus an deñved, eus an ejened, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement a oa mat, ne fellas ket dezho o lakaat da verz. Ha nemet ar pezh a oa disprizus ha dister a voe lakaet da verz.
Unan eus ar servijerien a gomzas ouzh Abigail gwreg Nabal o lavarout: Setu, David en deus kaset eus ar gouelec'h kannaded evit saludiñ hor mestr, met fuloret en deus en o enep.