Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül.
1 Samuel 14:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kish tad Saül ha Ner tad Abner a oa mibien Abiel. |
Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül.
Neuze David a savas hag a zeuas d'al lec'h ma kampe Saül. David a welas al lec'h ma kouske Saül hag Abner mab Ner penn e arme. Saül a gouske e-kreiz ar c'hamp, hag ar bobl a gampe en-dro dezhañ.
Bez' e oa un den eus Benjamin, anvet Kish, mab Abiel mab Zeror mab Bekorad mab Afiak mab ur Benjaminad. Un den kadarn ha kalonek e oa.
Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din?